Ar C'hatholicon |
|||||
Catholicon 1499 (embannadur Yann ar C'halvez), tennet eus dornskrid 1464 (n'eo ket deuet betek ennomp), zo bet implijet alies a-walc'h evit sevel geriadurioù betek an deiz a hiziv ha geriadur brezhoneg unyezhek an Here memes. Gallout a reomp lâret ez eo Catholicon Yann Lagadeg un oberenn a ranker ober dave dezhi. Dleet eo dougen bri d'ar maouezed ha d'ar wazed o deus gouestlet kalz amzer ha kalz a startijenn evit sevel, adwelet, reizhañ, adembann hag lezel dimp ar C'hatholicon.
|
|||||