Ar C'hatholicon |
|||||
- Perc'henn eo al Levraoueg Vroadel war div anezhe,
unan anezhe zo klok (kot X 253), X 453 eo kot eben, Ne oa ket disi ar C'hatholicon-se. Adembannet e voe eta goude bezañ bet adwelet ha reizhet. 2 - An eil embannadur eus ar C'hatholicon eo hini Yann ar C'horr. Evel Yann Lagadeg, Yann ar C'horr a oa tregeriad ha beleg en eskopti Treger. N'eus en em gavet ganimp 'met ur skouerenn zo miret el Levraoueg Vroadel C'hall (kot X 946). Diglok eo al levr. Diank eo ar folioioù unan ha kant. Adc'hraet eo bet ar folio seitek. Graet eo bet an embannadur nevez-se e Pariz. Reizhet ez eus bet ur bern fazioù ennañ met kalz a chom c'hoazh. 3 - An trede embannadur eus ar C'hatholicon eo hini Ivon Kilivere (31 a viz Genver 1521). Ul leonad e oa Ivon Kilivere. Embanner ha marc'hadour levrioù a vicher e oa e straed la Bucherie, e Pariz, ha " Den onest " a rae anezhañ e-unan. N'eus chomet ken ur skouerenn eus an embannadur-se ha miret eo el Levraoueg Vroadel C'hall (kot X 2059). Klok eo al levr. Daoust d'an embannadur-se bezañ bet adwelet ha reizhet diwar hini Yann ar C'horr e chom mankoù ennañ. 4 - Ar pevare embannadur eus ar C'hatholicon (1867) eo hini Renean-Frañsoaz ar Menn. Moullet e oa bet tri-c'hant skouerenn anezhañ en Oriant. Diellour e oa Renean-frañsoaz ar Menn e departamant Penn-ar-Bed. Graet en deus un embannadur berraet eus ar C'hatholicon diwar skouerenn Gemper evit sachañ evezh an dud war ar brezhoneg. Talvezet en deus hemañ da vagañ dudi ar vrezhonegerien evit levr Yann Lagadeg. 5 - Ar pempved embannadur eus ar C'hatholicon (05 a viz Kerzu 1977) eo hini Yann Feutren, person Rosko. Moullet eo bet an embannadur nevez-se gant Jozeb ar Floc'h, mestr-mouller e Mayenne. Honnezh zo un eilenn eus skouerenn ar C'hatholicon zo miret e Kemper peurgetket. Evit sevel al levr-se ez eus bet implijet mammennoù disheñvel : emañ an dornskrid 7656, ar skouerennoù eus ar C'hatholicon embannet e 1499 zo miret e Kemper hag e Pariz, an embannadurioù eus ar C'hatholicon graet gant Yann ar C'horr hag Ivon Kilivere zo miret e Levraoueg Vroadel Pariz, ar geriadurioù henc'halleg Godefroy ha Greimas, embannadur Firmin Didot (1840-1850) e seizh levrenn eus ar Glossarium mediae et infinimae latinitatis gant Du Cange, spisc'heriadur latin-galleg abati Saint-Germain-des-Prés. En embannadur-se e kaver, ouzhpenn ar C'hatholicon, titouroù kentelius-bras diwar-benn : - An oberenn, an embannadurioù anezhi hag al levrioù o deus talvezet da sevel anezhi. Disoc'h ul labour a-stroll hag entanet eo an embannadur-se. Kenlabouret o deus evit al levr -se : - Kêr Gemper hag an Aotrou Rouillard, he levraoueger,
|
|||||