Traduction réalisée par Albinus

Jehan Lagadec eo anv aozer ar C'hatholicon (hervez an doare-skrivañ en implij gwezhall). A orin eus parrez Plougonven e oa ha beleg en eskopti Treger. Krediñ a reer e vije bet ganet e Montroulez pe e maner Maezedern, lec'hiet ur c'hilometrad er su da vourk Plougonven. N'eus netra asur o vezañ ma oad kroget da virout roll ar badeziantoù kalz diwezhatoc'h nemetken.

Evit an aozer, e levr n'eo ket 'met ur geriadur. Rak evit dellezout an anv skedus a Gatholicon e ranke bezañ hollek. Dleet e oa dezhañ bezañ ennañ an holl c'herioù a denne d'e zanvez. Koulskoude e reer Catholicon eus ar geriadur-se dre voaz, anv n'eo ket bet roet dezhañ gant e aozer biskoazh.

Skrivet eo bet al levr e 1464. Setu amañ ar pezh a skriv e deroù e oberenn :

"Me, Yann Lagadeg, eus parrez Plougonven, en eskopti Treger, Bachelour war an arzoù hag an dekredoù, goude ma n'on ket dellezek d'en ober, savet am eus al levr bihan-mañ evit talvezout da gloer vihan baour Breizh peotramant d'ar re zo dizesk war al latin".

War a seblant e verk deiziad ar 16 a viz Eost 1464 ar c'houlz ma oa echu skrivañ al levr.

Yann Lagadeg ne veneg ket atav al levrioù en deus implijet evit sevel e c'heriadur. Koulskoude elfennoù zo a seblant prouiñ en deus implijet spisc'heriadurioù parizian, en o zouez hini Saint-Germain-des-Prés, spisc'heriadur latin Papiaz (war-dro 1060) ha geriaoueg latin Ugution Ferrare (war-dro 1200). Choazet ez eus bet ingalañ ar gerioù brezhoneg hervez urzh al lizherenneg diwar skouer an aozadur lizherennek implijet gant breur Yann Genova en e Gatholicon. En tu all da se, e anaoudegezhioù hag an dud en deus kejet outo o deus pourvezet dezhañ danvez evit sevel al levr.

Souezhus eo e vefe ar c'hentañ geriadur brezhoneg eus Catholicon Yann Lagadeg. Evit gwir e oa ledet a-walc'h implij ar galleg e Breizh d'ar c'houlz-se, e-mesk ar pennoù-bras, dreist-holl hag e c'haller soñjal e veze ur c'heriaoueg brezhoneg-galleg d'an nebeutañ e-kerz ar gloer hag an noterien. N'eus en em gavet hini ebet anezhe ganeomp.